Astenn a ra parrez Gwimaeg he farkeier a hed an aod adalek beg Gomanan Vras betek traezhenn Poul Rodou war un dek kilometrad bennak. Ober a ra pelloc’h tro Lokireg evit echuiñ war bord ster an Douron. N’eo ket bet troet a viskoaz war zu ar mor evel he amezegez en desped d’un aod barrek da zegemer ar bigi.
Pladenn Bro-Dreger a zeu amañ da n’em deliñ a-daol er mor hag a ziskouez tornaodoù gwisket a lanneier a-uz kereg sonn. War kein ar bladenn, er c’hontrol, ez eus kleuzioù ha trevadoù kaer.
Amañ ez omp war unan eus aodoù Breizh a zo bet diwallet ar muiañ. Gwarezet eo bet gant al lezenn e dibenn ar bloavezhioù 70 hag e tlefe chom evelse hep ti na barakenn evit an dazont. Mont a ra gwenojenn ar valtouterien a-hed ar mor hag e c’heller a-blasoù kaout ur sell kaer war pleg-mor Lanuon.