| Dalc'het e vo, disul, adalek div eur (gk) ur werzhadigezh vras war blasenn Leo Ferre. Lakaet eo war droad gant Strollad Hejan Poull Rodou.
Bez e vo war blas an dud a vicher hag ivez pep hini en deus un dra bennak hag a dalvez ar boan da ginnik. Tu vo da werzhan, da brenan, da eskemm.
Strollad Traktourien Kozh Bro Dreger a gemero perzh barzh ar fest.
Ar plas a vo evit netra, an antre ivez. Kenavo disul!
|