Taolioù kaer Rannou Trelever I


I
Ar pezh emaon o vont da gontan deoc'h aman a zo gwir, ken gwir ha ma eo skler an dour e feunteun an daou berson e Mengi.
An davoudoù-man a zo bet tremenet er vro, etre tour dantelezet iliz Gwimaeg, Beg ar C'hastell e Lokireg ha ster bras an Douron a ra an disparti etre an daou departamant. Ne gredan ket e chomfe en ho touez-c'hwi, lennerien gaer, tud hag o deus sonj deus an davoudoù sebezus a oa bet kaoz oute d'ar poent-se, kozh douar e rankfec'h bezan rak an traoù-man zo c'hoarvezet c'hwec'h kant vloaz zo.
E-tal porzh mor Lokireg ez eus un draezhenn ledan kenan hag a vez dizoloet holl pa vez mareou bras. Tud ar vro a ra outi an Aod Gwenn Veur pe gentoc'h Toull ar Gouez. N'eo ket dre ma veve tud gouez er c'hontre met abalamour e teue gwechall ar merc'hed da walc'hin o dilhad en ul lenn gannan a oa bet staliet eno.
Ma, war an aod-se e oa ur plac'h kozh o klask un dra bennak. Ne oa ket o koukousan evel an hanvourien a weler, o fensoù en aer o skrabat an traezh da zatum koukous stankoc'h aman evit patatez, nann kentoc'h e oa oc'hortoz e vije degaset dezhi gant ar mor un treust koad ur gordenn kanab, ur varikennad gwin ardant pe, piv oar? ur c'houfr, ennan un tenzor kollet gant ur vatimant distrujet hag aet d'ar strad rak ar brezel a oa d'ar mare-se etre ar Saozon milliget hag ar C'hallaoued ken millige all, gant ma c'hafont holl da rostan e fin fons an ifern!
Ar plac'h kozh, kavet netra ganti, a oa o vont da gemer an hent da zistrein d'ar gêr, pa spurmantas, a raez an dour, e-touez ar bejin, un dra bennak, ul loen pe ur pesk, o finval gant dever tre ma uhelee ar mor.
An hini gozh a dostaas hag a welas ne oa nag ul loen nag ur pesk met ur plac'h, urplac'h gant ul lost pesk da lavaret ur vari-vorgan!