| Un toullad mat a goad zo deut d'ar bord en aod etre traezhenn Sant Yann ar Biz ha beg Krec'h Meur. Moarvad, ur vatimant didortiset e garg gantan.
Koad sapr, koublioù war hed c'hwec'h metrad pep hini anezho ; eürusamant ez eus bet tud a volonte vat evit samman anezho buan-ha-buan evelse ne vefont ken un danjer evit ar bigi!
|