16/03/03 C'hwitaet e daol gant Kersaozon


Goude bezan bet diskennet buan-ha-buan an Atlantel ha graet propig a-walc'h e dro gantan e morioù ar su, eo bet berralanet Geronimo o tont d'ar gêr. Speget eo chomet hep aezhenn ebet gant amzer dic'hortoz er poent bloaz-man. Dipitus evit an amiral ne vo ket paket ar maout gantan er wech-man, met souezhet e vefemp en dije lavaret e c'her diwezhan...