Here


An heol,
Oh ober d'an avaloù al lez
A laka o jodoù
Da rizia gant ar vez
Hag e halvont, dre guz
Ar voustradenn
A raio dezo lezel da ruilla
O douster.

Naig Rozmor