Mairie de Guimaëc - 1 Hent Lokireg - 29620 Guimaëc

    • 02 98 67 50 76
    • guimaec.mairie@wanadoo.fr

    Chapel ar Joaoù

    Chapel ar Joaoù, e penn un hent-karr, simpl a-walac’h eus an diavez, a zo enni teñzorioù dic’hortoz.

    Chapel ar Joaoù

    Chapel ar Joaoù, e penn un hent-karr, simpl a-walac’h eus an diavez, a zo enni teñzorioù dic’hortoz. Savet moarvat er XVvet kantved he orin, hervez ar vojenn, a gas ac’hanomp en amzer ar c’hroazadegoù.

    Ar vojenn

    Mab henañ aotrou Tremedern a oa aet da heul Duk Breizh d’ar c’hroazadeg. Distro eus an Douar Santel, o tostaat eus ti e dud, war varc’h barzh un hent don, e teuas da vezañ hegaset gant ur marc’heg all o tont davetañ hag o tifenn an hent outañ. Setu bec’h gant o c’hleze. Skuizh, goude kement all a hent, ar veajer a oa o vont da vezañ graet dezhañ e stal pa n’em lakaas da glemm o lâret penaos e oa pitoiabl dezhañ mervel aze hep gellout saludiñ e dad n’en doa ket gwelet abaoe keit all amzer. Setu egile o c’houlenn ar penaos hag ar petra hag o kompren e oant breudeur. Setu kerkent divizet ganto sevel ur chapel el lec’h an emgavedigezh.

    Ar chapel

    Tres un T ’zo gant ar chapel. Miret eo bet amañ unan deus ar chañselioù, ha ral int, a vez kavet c’hoazh e Breizh. Er XVIIved kantvet e oa bet savet hag adnevesaet e 1992-93 gant ar Savadurioù istorel ha gant sikour kenstrivadeg « Ur glad evit arc’hoazh » aozet gant ar gelaouenn « Le Pèlerin » (Priz ar juri)

    Chom a reer bamet dirak antependium an aoter-vras, un daolenn o tiskouez ganedigezh hon Salver bet livet gant atalier Pierre-Claude Cléran, deus Montroulez, ha dreist-holl dirak azeulerezh ar vaesaerien bet livet diwar engravadenn un oberenn bet lakaet war gont Raphaël, dre c’haou.

    En tu kleiz d’an aoter, un daolenn, ul lodenn, heñvel ouzh taolenn Nicolas Poussin (1594-1665) o tiskouez Eured ar Werc’hez livet gantañ e 1647.

    Er gazel gleiz, e weler livadurioù delikat gant Pierre Barazer livet e 1593 ha delwenn Gwerc’hez ar Joaoù ken brav gant he blev hir ha melen war he divskoaz.

    Diskouez a ra an oberennoù miret er chapel penaos e kemere perzh Breizh el luskadoù arzel ar mare-se en Europa.

    Digor dre c’houlenn evit strollajoù (un dek bennak) : gwelout gant an ti-kêr 02 98 67 50 76

    Mizioù gouere-eost : digoradur henchet gant re yaouank ar barrez d’ar merc’her ha d’ar gwener (3 eur-6 eur )

    Ouverture au public
    Lundi, mercredi, jeudi, vendredi 9h à 12h - 14h à 17h
    Mardi, samedi 9h à 12h
    Agence postale (du Lundi au samedi) de 9h à 12h
    Urgences
    Samu, Smur 15
    Pompiers 18 / 112
    Gendarmerie 17
    Sauvetage en mer 02 98 89 31 31