Mairie de Guimaëc - 1 Hent Lokireg - 29620 Guimaëc

    • 02 98 67 50 76
    • guimaec.mairie@wanadoo.fr

    Iliz Sant Per 

    Sant Per vez enoret en iliz-parrez bet savet er XVIIed kantvet.

    Sant Per vez enoret en iliz-parrez bet savet er XVIIed kantvet. Meur a wech eo bet adsavet, ne chom deus an iliz gotek orin nemet kostez ar c’heur er su. Tu ‘zo da welout war un tamm simant war ar voger an deiziad 1649.

    Er memes tu, e korn an nev emañ tour an iliz div douribell war e gostez, ur bolz warne, gant ardamezioù ar familh Tremedern kizellet warnañ.

    Daou deiziad a ziskouez, emichañs, penn-kentañ ha fin al labourioù :

    • 1635 a-us d’an nor evit mont e-barzh
    • 1699 war c’hourin ar befrez (hini ar c’hloc’h bihan)

    Tu ‘zo da welout enni meur a zelwenn o tont eus chapelioù ar barrez.

    Daou stern-aoter a c’heller gwelout ivez :

    • Ur stern-aoter, liv aour, eus ar XVIet kantved, arz Bro Flandrez, uhelvos, o tont deus chapel ar Joaoù
    • Ur stern-aoter, liesliv, o tont deus chapel Grist, pemp pannel koad kizellet anezhañ.

    An holl draoù-se ‘zo bet rummet evel monumant istorel.

    An iliz ivez ‘zo bet rummet e 2017.

    Miz mezheven- miz gouere - miz eost- miz gwengolo : digor deus al lun betek ar sadorn eus 2 eur da 7 eur.

    Miz here betek miz mae : bep sadorn eus 2 eur da 5 eur.

    Ouverture au public
    Lundi, mercredi, jeudi, vendredi 9h à 12h - 14h à 17h
    Mardi, samedi 9h à 12h
    Agence postale (du Lundi au samedi) de 9h à 12h
    Urgences
    Samu, Smur 15
    Pompiers 18 / 112
    Gendarmerie 17
    Sauvetage en mer 02 98 89 31 31